|
Degemer
Douaroniezh hag istor
Sevenadur
Evañ ha debriñ
Brezhoneg
A bep seurt
|
Douaroniezh hag istor
|
Ur vro e kornog Europa ha bro-C'hall eo. Ur c'hourenez bevennet
gant ar mor war ar bras eus he harzoù.
|
|
Breizh a zo 34 000 Km² he gorread, (war-dro ment Bro-Velgia)
ha sevel a rae he foblañs da 3 932 000 a annezidi e 1995
(hogos poblañs Republik Iwerzhon).
|
|
Setu ur gartenn anezhi gant ar c'hêrioù pennañ :
|
| Kêrioù pennañ
|
Poblañs (1990)
|
Pennkêrioù a-bezh (1990)
|
| Naoned | 244 995 | 496 078
|
| Roazhon | 197 536 | 245 065
|
| Brest | 147 956 | 201 480
|
| Sant-Nazer | 64 812 |
|
| Kemper | 59 437 |
|
| An Oriant | 59 271 | 110 823
|
| Sant-Maloù | 48 057 |
|
| Gwened | 45 644 |
|
| Sant-Brieg | 44 752 |
|
| Sant-Ervlan | 42 774 | gwelet Naoned
|
| Reulied | 33 262 | gwelet Naoned
|
| Orvez | 23 115 | gwelet Naoned
|
| Felger | 22 239 |
|
| S.-Sebastian an Enk | 22 202 | gwelet Naoned
|
| Lannarstêr | 22 102 | gwelet An Oriant
|
D'al laez
|
Banniel Breizh a zo a zo warnañ 9 bandenn wenn ha du, hag
ur c'hard erminigoù. Gant Morvan Marchal eo bet krouet
e 1925, diwar patrom ardamezoù Roazhon ha bannieloù
evel re ar Stadoù Unanet pe Bro-C'hres.
|
|
Ar peder bandenn wenn a arouez ar pevar eskopti kozh - pe bro
- brezhoneger : bro-Leon (Kastell Paol), bro Gerne (Kemper), bro
Wened (Gwened), bro Dreger (Landreger). Ar pemp bandenn zu a arouez
an eskoptioù a yezh c'hallaoueg : St Brieg, Dol, St Maloù,
Roazhon, Naoned.
(Kartenn -
titourer "Kemper").
|
|
Un dave da skoed erminigoù leun Duked Vreizh eo ar c'hard
erminigoù (*). Didalvez eo niver an erminigoù.
|
|
E brezhoneg e reer eus ar banniel-se ar "Gwenn ha Du".
|
(*) E-pad ur varc'hekadenn e welas Konan
Meriadeg, anezhañ unan eus roueed kentañ Breizh,
un erminig e raoskl ur wazh he riblou fank. Konan, sachet e evezh
gantañ, a reas d'e gazeg chom a sav, hag eñ arvestiñ
ouzh an erminig. Gwech e yae war-raok al loen bihan e feur gwenn-erc'h,
gwech e souze, hag e klaske, adarre, treuziñ al lec'hid
du war ur bod re vresk evitañ. Pennfollet e hañvale
ar paour-kaezh loen bezañ o welet ar fank-se.
"Abalamour da betra eo ken aonik ? Ha perak ne dec'h ket
kuit alese ar buanañ ma c'hell ? a c'houlennas ar roue
digant an ofiser a oa en e gichen. "Roue ar Vretoned, un
erminig eo; n'eo ket gloazet anezhañ, met disaotr e fell
dezhañ chom. Aon en deus rak ez afe lous e sae gwenn-kann
o treuziñ ar wazh-se."
"Burzhudusat glander !" a estlammas Meriadeg. "An
enor a c'houlenn ma vo diwallet ha savetaet gant ar roue Konan."
Evel pa vije bet intentet gant an erminig langaj an daou zen ha
divinet gantañ madelezh Konan, e redas war an dorn a astenne
hemañ dezhañ hag e klaskas repu e plegoù
mantell ar roue.
Lavarout a reas Konan dezhañ : "E-giz-se e oa gwelloc'h
ganit mervel kentoc'h eget bezañ louzet. Kentoc'h mervel
eget bout kousiet ! : hiviziken e vo hemañ ger-stur an
holl Vretoned. Ha te, erminig, a vo an arouez bev anezhañ",
a ouzhpennas ar roue Konan en ur lakaat anezhañ war e skoed.
(adtroet diwar galleg Youenn Kermorgan, kemeret eñ eus : Le breton
parlé vannetais de Merriadeg Herrieu, Embannadurioù
Bleun Brug Bro Gwened)
E arguzenn gwerz "An Erminig" ar Barzaz Breizh e tispleger
talvoudegezh an erminig evit an Arvoriz : "Ur monumant broadel
dibar e barzhoniezh Vreizh eo ar werz alegoriek anavezet ivez
dindan anv 'Kanaouenn dañs an Erminig'. Enni ez eus tri
loen: ur bleiz, un tarv hag un erminig. Ar bleiz (Gwilhom) a red
war-lerc'h an tarv (Yann), hag un erminig; hemañ, arvester
ar gann, eus bord e doull, a-is d'an daou loen all, a c'houestl
en em lazfent o-daou. Tu Gall Charlez Bleiz (Blois e galleg kozh)
eo Lom ar Bleiz. Tu Saoz Yann Moñforzh eo Yann an Tarv,
d.l.e. John Bull. Evit ar pezh a sell ouzh an erminig, pobl Vreizh
eo."
D'al laez
|
A-viskoazh ez eus bet eus Naoned ul lodenn eus Breizh. Kastell
an Duged, e-lec'h m'o deus bevet pennoù ar vro a-hed kantvedoù,
eo ar savadur istorel pennañ e Naoned. An diviz melestradurel
da lemel Naoned diouzh peurrest Breizh a zo bet kemeret gant gouarnamant
Pétain e 1941, hag hiziv c'hoazh, ez eus un takad melestradurel
hep Naoned.
|
|
Hogen, an darn vrasañ eus an aozadurioù sevenadurel
a chom stag ouzh ar stad istorel, ha Naoned a gemer perzh alies
gant he c'horn-bro a-bezh en oberiantiz armerzhel Breizh. Kement
sturlevr touristel a rafe van da vezañ sirius ne c'hell
nemet lakaat Naoned hag al Liger-Atlantel e Breizh.
|
D'al laez
|
E Breizh-Uhel emañ Naoned ha Roazhon, reter ar vro, e-lec'h
ma ne gomzer ket brezhoneg, met gallaoueg, anezhi ur yezh roman.
|
|
Breizh-Izel e-lec'h ma komzer brezhoneg, a zo lodenn gornôg
Breizh, adalek Sant-Brieg ha Gwened.
|
|
Hiziv, daoust d'ar brezhoneg ha d'ar gallaoueg bezañ arveret c'hoazh,
ar galleg eo ar yezh muiañ komzet e Breizh a-bezh, hag ez a an diforzh
yezhel war krennañ. Annezidi Breizh-Izel niverus na gomz ket Brezhoneg
tra maz' eus e-touez annezidi Breizh-Uhel brezhonegerien a-vihanig pe dre
zeskiñ.
|
|
Chom a ra bev ar bevenn e-barzh spered an dud evel ma oa e dibenn an XIXvet
kantved, o tremen dre Plouc'ha (bro Ouelo), Kastellaodren, Korle, Mur,
Noal-Pondi, Logunec'h, S.-Enolf. Teiz ha Susinioł. Fiñvet he deus a-hed
an istor : da skouer en XIIvet kantved, ez ae eus Kankaven dre Morzhell
betek Koueron.
|
D'al laez
|
BZH a zo berradur Breizh, skrivet hervez an doare peurunvan.
Dont a ra ar Z eus an distagadur "Breiz" (e kerneveg, leoneg ha tregerieg), hag an H
eus "Breih" (e gwenedeg) (s.o. pennad doare-skrivañ).
|
D'al laez
|