![]() |
GGA war soc.culture.breton |
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|
Brezhoneg |
Ar Brezhoneg4.1 - Piv en deus skrivet "Ar galleg a zo kar an ankou e Breizh" ?Roparz Hemon an hini eo, hag a skrive ivez kement-mañ :Ar brezhoneg evidomp eo ar frankiz, ar galleg ar sklaverezh. Petra a ra dimp bezañ gouiziek, ma ne c'hellomp ket bezañ dishual ? Bez' ez eo Breizh ur Vroadelezh ! Neuze ne c'hell ket kaout div yezh. Pobl ebet n'he deus div yezh. Pobl ebet n'he devo biken. Etre ar brezhoneg hag ar galleg ez eo ret dibab. Ar brezhoneg a zibabimp, pe ne vimp nemet bugale, ha gwasoc'h, tud digalon. Ha mar dibabomp hor yezh, n'eo ket dre m'eo "yezh hon tadoù" nag "hor yezh muiañ-karet", na "yezh ar galon" nag an holl traoù goullo a vezer boas da glevout gant tud na ouzont ober netra hep goulenn digarez. Hor yezh a zibabomp dre ma vennomp he dibab, hag ar yezh all a zilezomp dre ma vennomp he dilezel. Tennet eus "Ur breizhat oc'h adkavout Breizh", Al Liamm, 1972, p.130 4.2 - Pelec'h deskiñ brezhoneg ?
4.3 - Penaos e skriver brezhoneg ?Setu da heul al lizherenneg vrezhonek :A B CH C'H D E F G H I J K L M N O P R S T U V W Y Z En doare-skrivañ muiañ implijet e kaver an dildenn hag an tiredoù da heul : Ñ Ù Ê Ü 4.4 - Perak meur a zoare-skrivañ ?Abaoe pell e skriver brezhoneg. Ar skridoù brezhonek kentañ a gaver e dornskrid Leyde, a sav da zibenn an VIIIvet kantvet, da lâret eo un hanter-kantved a-raok le Strasbourg, a vez sellet outañ evel an destenn c'hallek goshañ.Goude kantvedoù ma veze graet gant un doare-skrivañ stag ouzh hini ar galleg, e savas Ar Gonideg ur reizhiad skrivañ arnevez er bloavezhioù 1830. E deroù ar c'hantved-mañ, e voe degemeret reizhiad Ar Gonideg gant skrivagnerien Vreizh, anezho dileuridi ar rannyezhoù kernevek (K), leonek (L) ha, da c'houde, tregeriek (T), a-benn ma vije tu d'en em intent etre ar ranyezhoù-se. Se a zo bet ganedigezh an doare-skrivañ KLT e 1908. Er memez koulz e pleustre gouizieien bro-Wened war un doare-skrivañ rannyezhel distag, a c'heller gwelet e-barzh kazetenn "Dihunamb". Er bloavezhioù 1920-1930, e voe graet kinnigoù a-benn lakaat an doare-skrivañ KLT da glotañ gant diforc'hioù rannyezhel ar gwenedeg. Gellout a reer menegiñ, dreist-holl, krouidigezh ar strollad "zh", anezhañ kendeuz ar "z" e "brezoneg" KLT gant an "h" e "brehoneg" bro-Wened. Disoc'hañ a raio ar strivoù unvanañ-se e 1941 war an doare-skrivañ KLTG, anvet ivez peurunvan. E 1955, diwar c'houlenn ar strollad Emgleo Breiz, ez eus bet savet gant ar chaloni Falc'hun ur reizhiad tostoc'h ouzh doareoù ar galleg (evit aesaat distagadur ar vrezhonegerien nevez, sañset), na glot nemet gant rannyezh bro-Leon. Ur c'helc'hlizher eus ministrerezh an deskadurezh a zave outañ evel doare-skrivañ "ofisiel" ar brezhoneg en deskadurezh-Stad (!), a zo kaoz e vije anvet "skolveuriek". Gwelet a reer anezhañ hiziv an deiz gant ar gelaouenn (ha ti-embann) Brud Nevez/Emgleo Breiz. Er bloavezhioù 70 o deus klasket lod tostaat an daou zoare-skrivañ. An disoc'h a voe, e 1975, ur reizhiad ouzhpenn, an "etrerannyezhel", a glask, war pennaennoù heñvel ouzh re ar peurunvan, gwelaat hennezh dre reolennoù 'zo. Gwelet a reer anezhañ e hentenn Assimil, deuet er-maez d'ar c'houlz-se, ha n'eus nemet un ti-embann, Skol Vreizh e anv, oc'h ober gantañ ingal. Hiziv an deiz ez eo ar peurunvan, bet dibabet gant ar skolioù brezhonek, an doare-skrivañ muiañ implijet. Graet e vez gantañ e hentennoù Per Denez, Herve ha Nora, Roparz Hemon, gant an tiez-embann/kelaouennoù An Here, Al Liamm, Hor Yezh, Al Lanv, Bremañ, Preder, Evit ar Brezhoneg... E peurunvan eo bet savet an destenn-mañ. Un nebeut skouerioù da ziskouez an tri doare skrivañ :
4.5 - Brezhoneg war ar skinoù, pegoulz ha pelec'h ?
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||