![]() |
|
|
|
D'an 19 a viz even 1993 eo bet ganet ar gevredigezh e Plougastell-Daoulas. Buan eo aet al labour en-dro, divizoù, bodadegoù. Bloaz so, zo bet lakaet sinan ur galv evit ar peoc'h en Iwerzhon. 150 den brudet a-orin eus Breizh o deus lakaet o anv. Kaset eo bet da gement den e-karg eus da-zont Bro Ulster. Pelloc'hig e miz here diwezhan, zo bet divizet kreizennan muioc'h labour ar gevredigezh war an darempredoù etre e izili.Dre sevel ur c'hannadig "Reporter Breton", ez eus bet lakaet en hent, ur benveg kelaoui¤ war gudennoù ar gelaouennerezh, dre vras, titouroù war ar c'helaouennoù breton hag o diaesterioù da veva¤. Ouzhpenn lakaat ar pouez war ar c'hannadig eo war an internet ez eus bet labouret er mizioù diwezhan. A-bouez eo kaout lec'h war ar web evit lakaat dassonin mouez Breizh, tro war dro an douar, ha mont e darempred gant bretoned harluet ha gant kelaouennerien eus ar bed holl dedennet gant danvez ar broioù keltiek. D'an 11 a viz kerzu 1996 e kavfoc'h war gelaouenn ar republik gall, ur pennad bihan a laka a-wel d'an holl hag hervez lezenn 1901, pal ar gevredigezh : eskemmoù war ar vicher kelaouennerezh, war sevenadur Breizh. Lakaat ar pouez war ar c'helachoù a denn da vuhez ar media ha d'ar re a labour barzh. Difenn kousto pe gousto, al labour kelaouin e Breizh. Evit beza¤ ezel, eo trawalc'h kaout ar gartenn kelaouenner, diskouez ema¤ ar pep brasan eus e c'hounidegezh o tont eus ar vicher kelaouin, pe diskouez sklaer bezan eus ar vicher . Moien zo ivez beza¤ ezel, pa maoc'h o pledi¤ gant ur gelaouenn a volontez vat, pe labourat barzh ar mediaou pe micherioù tost eus ar c'helaouin. A benn neuze eo ar burev a ziviz emezelan. Koustan a ra Kant lur evit mont barzh penn da benn, 75 lur evit bezan ezel-kevredet. Franck Renaud (Ouest france) Herve Ciret (Pempvet Chadenn : La cinquième) Chomlec'h ar gevredigezh : Kazetennerien Breizh hag ar Broioù keltiek. |