Association Moulin du Birlot
B.P. 5
22870 ILE DE BREHAT
Tel et Fax (33) 02 96 20 02 83
birlot@bretagnenet.com
E inizi Briad e kaver stang roudou istorel an amzer tremenet. Med anez d'eun neubeud tiez koz eo rouez a-walh aroueziou ar vuhez sivil, red eo menegi evelato teir vilin, diou vilin-avel hag eur vilin-vor. Dibaot eo dre ar bed ar milinou-mor kaset en-dro dre nerz ar chal hag an dichal. Red eo beza kreñv al lano evid o lakaad da drei. E Breiz ez-eus bet war dro eur hant. Milin ar Birlot a zo lehiet e kornog Briad war kanol-vor Kerpont, Birlot a zo ivez ano ar harter. Mammenn an ano-ze eo ar Birellou. Eur stank-mor hag a vez leuniet da bep lano a dalvez da ober kan-dour. Gwechall ne oa nemet eur pleg-mor, donn a-walh gand eur mellad roh en e greiz, setu eo bet dao ober eur chaoser gand mein-bavez, 140 metrad hed ha 6 metrad ledander. Ar roh vraz en e greiz a ro harp d'ar zavadur. Pa vez reverziou braz, ar chaoser a vez beuzet gand ar mor, 3 000 m3 dour eo gouest da zalher ar pez a zo forzh pegement evid ezommou ar rod. Dre enklaskou en diellou eo bet posubl diluzia istor ar zavadur-se. Hervez ar vojenn, milin ar Birlot a zo bet savet gand meneh-penedourien deuet deuz Enezenn c'hlaz nepell ahano. E gwirionez eo bet savet etre 1633 ha 1638 dre youl Marie de Beauquère Dukez Penthievre ha dre-ze Intron a-Vriad. Bloavez 1744 a gaver merket war an dor-dal, d'ar mare-se e oa bet red ober labouriou braz war ar vilin-vor hag ar chaoser. Ken pouezuz oa al labouriou-se, hervez ar pez a gaver meneget en diellou, oa red hen ober hep dale, pe ne vefe ket tu da lakaad ar vilin da gendalher da vond en-dro. A leve eo bet e-pad kant hanter kant vloaz da dukelez Penthievre ha feurmet da milinerien a renk izel, gwerzet e vo e amzer an dispah. Med n'eo nemed er bloavez 1873 e teuio da veza perhenn Per Chevanton. N'eo ket pounner ar bleud malet gand milin ar Birlot, 25 tonenn bleud hepken e-doug bloavez 1848, ar pez ne viro ket outi da drei beteg ar bloaveziou 1920. Eur baraer e-neus en em staliet d'ar mare-se war an enezenn hag a laka digas bleud gwenn deuz an douar braz ar pez ne ra ket miliner ar Birlot. Adaleg neuze ar stal a ieas da stalig dre ma oa dister ar gounidegez. Ar vilinerien a ieas war o leve. Araog kuitaad an enezenn o-deus torret ar mekanikou, moarvad evid nompaz paia an taosou o defe bet ranket paia ma vefe bet chomet ar vilin er stad da drei. Goudeze an doenn-zoul a zo bet kouezet en he foull hag ar vogeriou dismantret kalz pe nebeud. Tamm ha tamm ar chaoser a zo bet toullet a-dachadou. Komun Briad he-deus perhennet al leh er bloavez 1990 hag he-deus lakaet ober al labouriou a oa red evid miret na vefe dismantret oll ar zavadur. Dihouest da herzel deuz ar frejou braz a jome da ober evid lakaad an traou e stad vad he-deus roet lañs da groui ar gevredigez milin ar Birlot er bloavez 1994 evid ober war dro ar vilin-vor. Ar gevredigez-se a gustum boda an dud a youl-vad a gar o enezenn hag a zo prest da gregi e-barz evid peurechui al labour a jom da ober. Gand skoazell SURAVENIR-Crédit Mutuel de Bretagne, la SOCIETE SUISSE unanet, al labouriou o-deus gellet kregi adaleg nevez amzer 1995 war ar vilin. Lakaet ez-eus bet dezi eun doenn-zoul, prenestou ha planchod, drant eo bremañ 'vel eur plah yaouank gand eun tok-kolo war he fenn. Gand arhant ar gevredigez eo bet adsavet ar chaoser. An deleziou diavez a zo bet graet a-drugarez da dud brokuz. En eur ger, an traou a zo bet aet war araog er bloavez 1995, med izili ar gevredigez o-deus kendalhet da labourad stard. E-sell ar henstrivadeg broadel danvez o tenna d'ar mor, aozet gand ar gelaouenn Le Chasse-Marée, ez-eus bet embannet eul leorig, graet eur vaketenn deuz ar vilin hag al leh, evid ober eun diskouezadeg. Labour ar gevredigez n'eo ket bet aner peogwir eo deuet ar maout ganti. Priz kenta gouel ar mor BREST 96. Ar priz-se e-neus lakaet bruda ar gevredigez dre m'az eo bet diskouezet en tele ha meur a bennad skrid ez-eus bet ivez war ar hazetennou. Med ar pez pouezusa a ree diouer d'ar vilin-vor : he rod. Eun dra hraet eo hirio peogwir ar gevredigez he-deus kemeret en he hont e derou 1997 priz an doriou-mor evid dalher eur poullad dour, hag ar rod vraz 4 metrad treuz dezi hag e vo tu d'he lakaad da drei bep gwech ma tiskenno ar mor, da lavared eo e-pad 6 eur orolaj. Chom a raio c'hoaz ar mekanikou hag ar men-milin da lakaad en o flas, graet a vo pa grogo al labouriou en-dro. Pa vo roet ar priz BREST 96 ar gevredigez he-deus prometet ober krampouez gand bleud malet gand milin ar Birlot !
Haut de la page
Page précédente