
TroidigezKreizenn degemer Keroc'hanKentelioł ha stajoł yezhSonerezhSkolioł-hańvEskemmoł sevenadurelTrańsportoł |
Ur gevredigezh sevenadurel diarc'hantuz eo Ensavadur Breizh he fal o vezań kas war-raok yezh ha sevenadur Breizh. Skoazellet eo gant Kuzul Penn ar Bed ha Kuzul ar Rannvro. Setu pezh a ginnig deoc'h Ensavadur Breizh.
|
Ur servij troidigezhioł e brezhoneg pe e forzh pesseurt yezh e ve :
saozneg, alamaneg, spagnoleg, galleg, nederlandeg, italianeg koulz ha euskareg, flandrezeg, gouezeleg, kembraeg, iwerzhoneg, h.a... Servij a vicher buan. E-touez hor c'hlianted, : SDMO (levier saverien mekanikoł d'ober tredan en Europ), Embannadurioł Ouest-France ha Saatchi and Saatchi advertising.

Kavout a raio bod ha boued enni ar stolladoł tud pe ar familhoł o deus c'hoant da zizoloiń Menez Are ha sevenadur Breizh.
Eskemmoł sevenadurel
El lec'h-se emań Ensavadur Breizh oc'h aozań eskemmoł sevenadurel gant kevredigezhioł ha skolioł-meur eus Bro-Iwerzhon, Bro-Gembre, Bro-Skoz, h.a...
Oberoł
Baleadennoł, tenniz, beilhadegoł, c'hoarioł ar vro, predoł mod-kozh ha stajoł war ar sevenadur, ar sonerezh hag ar yezhoł, e brezhoneg pe e yezhoł-all.
Kinnig a ra Ensavadur Breizh kentelioł sizhunvezhiek koulz ha stajoł bep tri miz da bep live, gant kelennerien barrek ha sirius.
Kentelioł brezhoneg
Tri live, evit deskiń, pleustriń pe c'hoazh en em wellaat war ar brezhoneg :
Stajoł dibenn-sizhun
Brezhoneg, Kembraeg, Iwerzhoneg.
Sonerezh
Kentelioł noz bep sizhun : akordeońs
binioł ha bombard
kan ha diskan, gwerz
fleutenn goad
gitar
tin whistle
treujenn-gaol
violońs ha cello
Kenlabour a ra ivez Ensavadur Breizh d'aozań skolioł-hańv. Ar bloaz-mań e pado an div sizhun kentań a viz-gouere (azalek an 28 a viz-mezheven betek an 12 a viz-gouere). Stajoł sonerezh, dańs, kan ha yezh a vo, ha traoł all ivez evel arkeologiezh ha prezegennoł a-zivout Breizh a-vremań. Embannet e vo diwezhatoc'h ar programm klok.
Kenlabour a ra ivez Ensavadur Breizh d'aozań skolioł-hańv. Ar bloaz-mań e pado an div sizhun kentań a viz-gouere (azalek an 28 a viz-mezheven betek an 12 a viz-gouere). Stajoł sonerezh, dańs, kan ha yezh a vo, ha traoł all ivez evel arkeologiezh ha prezegennoł a-zivout Breizh a-vremań. Embannet e vo diwezhatoc'h ar programm klok.
Un hanter-kant bennak a dud eus ar c'hevredigezhioł Oideas Gael (Co. Dśn na nGall, Bro-Iwerzhon) hag Adult Learning Project (Dłn Eideann, Bro-Skoz) a vo degemeret ar bloaz-mań. Skoazellet eo ar re-mań gant Kumuniezh Armerzh an Europ a-benn studiań deskadurezh pobl en teir bro. O vezań ma ginnig an teir c'hevredigezh kentelioł dańs ha sonerezh, e vo un abeg evit seniń, dańsal ha 'n em vourrań asambles. Da Vro-Skoz ez aimp ar bloaz a zeu ha da Vro-Iwerzhon da c'houde.

Kinnig a ra Ensavadur Breizh d'he izili ur sevij kirri-boutin : trańsportoł-skol evit skolidi Diwan, beajoł evit an izili hag ar c'hevredigezhioł-ezel. Daou garr-boutin hag ur minibuz a vez e kerzh an izili.